Pajenn:Catechis, 1815.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
Catechis.

oe flagellet. 3. E oe curunet a spern. 4 E toûgas e groas. 5. E oe crucifiet.

G. Leret ar pemp Myster ar c’hloar.?

R. 1. E ressuscitas hon Salver. 2. E pignas en Eên. 3. E tisquennas ar Speret-Santel. 4. E oe douguet ar Voerc’hes en Eên gant an Æle. 5. E oe curunet en Eên gant an Drindet.

PROFIT.

1.° Explican an Ave, Maria.

2.° Exorti an oll da gavet peb a Chapelet.

3.° Disque ar fæçon den laret devotamant.


V Quentel.

Pedenno dious ar mintin.

G. En petra è consist an Exerciç christen ?

R. O pedi, hac ô sanctifiân hon euvro.

G. Pegouls é tleomp-nîn pedi ?

R. En peb amser, ha principalamаnt dious ar mintin, ha dious an noz.

G. Petra dleer da ober dious ar mintin pa difuner ?

R. Ober sign ar Groas, ha laret, ma Doue, ma C’hrouer, mên ofr dec’h ma c’halon.

G. Ha goude beân savet ha guisquet ?

R. Quemer dour binniguet, ha laret ar pedenno voar an daoulin.

G. Leret ar beden dious ar mintin ?

R. Ma Doue, mên gred fermamant, etc. (en fin ar c’hatechis.)

PROFIT.

1.° Enem vouiscân modestamant.

2.° Explicân an acto dar vugale ha dar re vras.

3.° Pedenno dious ar mintin, dever important.