Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68




РЕDЕNNО

DIOUS AR MINTIN, НА DIOUS AN NOZ.



REMARQ VOAR AR PEDENNO.

Ar pedenno a eller da ober er memeus fæçon dious ar mintin, ha dious an noz, nemert ar Bater, an Ave, ar Gredo hac ar Gonfiteor a dleer da laret en Latin dious ar mintin, hac en Вrezonec dious an noz ; Litanio Jesus dious ar mintin, ha Litanio ar Voerc'hes dious an noz.


Act a fe voar bresanç Doue.
MA Doue, men gred fermamant
Penos e oc’h amân presant ;
Rac se gant guir humilite
Mên rent homaich d’ho Majeste.

Act a Adoration.
MOc’h ador, Doue ma C’hrouer,
Moc’h ador, Jesus ma Salver ;
C’hui eo ma Mæstr ha ma Roue,
Ha dec’h ôn tout corf hac ine.

Act a Drugare.
M’Ho trugareca, ma Autro,

Dimeus oc’h oll madelezo ;
D’am beân crouet, ha prenet,
Нaс en hoc’h Ilis recevet ;
D’am beân (*henvoas) conservet,
Ha dious peb piril diouallet.
* Diouz an noz leret hirio.

Act a Ofranç.
QUement a rin, hac a lirin,
A songin, hac a andurin,
A ofran oll da c’hloar Doue
Dreizoc’h, Mari, mam à Zoue.

Examen a Gonscianç.
MA Jesus, reid din sclerigen
Evit, ober ma examen,

F3