Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
Pedenno

Наc ur gontrition barfæt
A guement pec’het ameus gret.

En em arretomp amân da examina hon c’honscianç.

Act à Gontrition.
MA Doue, mên so glac’haret

D’ho peân quement offanset,
Abalamour d’ho madelès,
D’ho Majeste, d’ho santelès.

Resolution.
MEn a brotest den em viret

Gant graç Doue ous peb pec’het,
Specialamant ous ar re
Ma ôn muan custum deze.

Act a C’houlen.
SEllet ouzin ô ma Jesus !

Ha reid dîn ur c’hraç pretius ;
Ar c’hraç d’ho servigi fi-

del,
Ha d’ho caret bete mervel.

Peden d’ar Voerc’hes.
GOerc’hes ma Mam caranteus,

Ma recommandet da Jesus ;
Goerc’hes ma Mam ha ma Itron,
Mên recommand dec’h ma c’halon.

Peden d’an Æl-mat.
MA Æl mat, messager Doue,

Miret ma c’horf ha ma ine.
Ma miret ous an drouc speret,
Ha dreist pep tra ous ar pec’het.

Peden d’an oll-Sænt.
MEn ho ped, Sænt ha Sænteset,

Da veân ma Avocadet ;
Obtenet dîn digant Jesus
Eur maro mat hac evurus.


1. PAter noster qui es in cœlis, sanctificetur nomen tuum.

2. Adveniat regnum tuum.

3. Fiat voluntas tua, sicut in cœlo et in terrâ.

4. Panem nostrum quotidianum da nobis hodiè.

1. HOn Tad pehini so en Eên ; oc’h Hano beet sanctifiet.

2. Ho Rouanteles deut dimp.

3 O polonte beet gret oar an douar evel en Eên.

4. Reit dimp hirie hon bara pemdiec.