Pajenn:Catechis, 1815.djvu/44

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
Catechis.


G. Piou dimeus ar Sænt a dleomp-nîn da pedi, ha da henori muân voarlerc’h Doue ?

R. Ar Voerc’hes Vari, abalamour de c’halite a Vam da Zoue.

G. Pehini eo ar brassân henor a ouffemp da ober dei ?

R. Imitan e vertuio.

G. Pere eo ar vertuio principalân a dleomp da imitân er Voerc’hes ?

R. Ar garante, an humilite, ar chаstete.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen muân dre intercession ar Voerc’hes ?

R. Ar pardon deus on pec’hejo, hac eur maro mat.

G. Нac en so aoalc’h cavet un devotion bennac dar Voerc’hes evid beân Salvet ?

R. Salocroas, red eo ive beân guir serviger da Zoue.

G. Pehini eo ar Vreuriez communân instituet en enor dar Voerc’hes ?

R. Breuries ar Rosæra.

PROFIT.

1.° Digant Doue e c’houlenomp graço, hac ar Sænt a bedomp d’ho obteni.

2.° Peb hini a dle cavet un devotion particulier de Æl mat, de Baëron, da Batronet è Baros.

3.° En em lacaat ên Breuriez ar Rozæer, ha choas ar Voerc’hes evid Мam.


IV Quentel.

An Ave, Maria, hac ar Chapelet.

G. Pehini eo ar beden agreaplan a eller ober dar Voerc’hes ?

R. An Ave, Maria, pehini a dle an oll da c’hout.