Pajenn:Catechis, 1815.djvu/43

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
Treguer.


G. Ped condition so necesser evid ober eur beden vad ?

R. Peder: an attantion, an humilite, un intantion pur, hac ar berseveranç ?

G. En hano piou e tleomp-nîn pedi ?

R. En hano Jesus-Christ, ha dre e verito.

PROFIT.

1.° Trugarecaat Jesus- Christ da vean disquet dimp pedi.

2.° Explicân ar c’hondition requis evid pedi.

3.° Ne dleer goulen nemert treo mat.


III Quentel.

Invocation ar Sænt, Devotion dar Voerc’hes.

G. HAc ên a so mat ive pedi hac henori ar Sænt ?

R. Ya, abalamour ma int mignonet da Zoue, ha ma ellont hon sicour dre ho intercession.

G. Petra so red da ober evit henori ar Sænt ?

R. Celebri er-fat ho Goëlio, hac imitàn ho vertuio.

G. Perac e c’henoromp-nîn imajo ar Sænt ?

R. Abalamour ma tigaçont dimp memoar eus ar Sænt.

G. Piou eta a henoromp-nîn, pa saludomp eur Grucifi, pe Imach eur Sant bennac ?

R. Nen de quet ar Portræt a henoromp, mæs an hini so represantet dre ar Portræt.

G. Perac e henoromp-nîn Relego ar Sænt ?

R. Abalamour ma ïnt portion dimeus o Horf Santel.