Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
Catechis.


R. Goulen a reomp digant Doue ar c’hras da ober e volonte er bed-mân evel ma eo gred en Eên.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar bevare goulen, reid dimp hirie hon bara pemdiec ?

R. Goulen a reomp digant Doue ar bara necesser d’hon Ine ha d’hon C’horf.

G. Pehini eo ar bara necesser dan Ine ?

R. Comso Doue, graço Doue, hac ar Gommunion ?

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar bempet goulen, pardonnet dimp hon offanso, evel ma pardonomp dar re en deus hon offanset ?

R. Goulen a reomp bean pardonet gant Doue, evel ma pardonomp d’hon ennemiet.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar c’hoec’hvet goulen, na bermettet quet e coëssemp en tentation ?

R. Goulen a reomp beân preservet dious an tentation, pe ar c’hraç de zrec’hi.

G. Нac en so pec’het cavet tentation ?

R. Salocroas, mæs pec’het eo consаnti dan tentation.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar seizvet goulen, mæs on delivret a bep drouc ?

R. Goulen a reomp beân preservet dious ar pec’het, ha dious quement droug a ouffe da ober dimp er bed-mân, hac er bed-all.

G. Perac ne obtenomp-nîn quet aliès ar pes a c’houlennomp ?

R. Ne c’houlennomp quet gant ar c’honditiono necesser.