Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Treguer.


G. Pehini eo ar gaerân eus an oll Bedenno vocal ?

R. Ar Bater.

G. Piou en deus composet ar Bater ?

R. Hon Salver Jesus-Christ.

G. Pet goulen so er Bater ?

R. Seiz, pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret ar Bater en latin hac en brezonec ?

R. Pater noster, etc. Hon Tad pehini so en Eên, etc. (er fin ar C’hatechis.)

G. Ous piou e consomp-nîn pa leromp hon Pater ?

R. Ous Doue.

G. Perac e hanvet-u Doue hon Tad ?

R. Abalamour men deus hon c’hrouet hac hon choaset evid e vugale.

G. Evid petra e leret-u hon Tad, ha non pas ma Zad ?

R. Evid disque an oll Gristenien a so breudeur.

G. Perac e leret-u Hon Tad pehini so en Eên, pa eo guir emân Doue dre oll ?

R. Abalamour an Eên eo an Tron dimeus e c’hloar.

G. Petra ch’oulennomp-nîn dre ar c’hentân goulen, ho hano beet sanctifiet ?

R. Goulen a reomp ma vo Doue caret, henoret, ha serviget gant ar bed oll.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre an eil goulen, ho rouanteles deut dimp ?

R. Goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-mân, hac e c’hloar er bed-all.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ân drede goulen, ho polonte beet groet voar an doüar evel en Eên ?

C4