Pajenn:Catechis, 1815.djvu/18

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xvi
Abrege

rione Corf, Goat, Ine, ha Divinite hon Salver Jesus-Christ dindan ar speç à vara hac à ouin.

G. Penos e teu ar bara hac ar guin da veân chanchet en Corf hac en Goat hon Salver ?

R. Dre vertu ar c’homso sacr a brononç ar Belec voarne en Ofern .

G. Petra eta eo communiân ?

R. Receo Jesus-Christ er Sacramant adorabl eus an Auter.

G. Nep a receo Corf hon Salver, hac-ên a receo ive e oat ?

R. Ya, гаc e gorf so beo ha leun a voat.

G. Petra so red da prepari quent mont da Gommuniân ?

R. Red eo prepari ar c’horf hac an ine.

G. Pessort preparation so red evid ar c’horf ?

R. Ar c’horf a dle beân voar yun, propr, ha modest.

G. Pessort preparation so red evid an ine ?

R. Eur fe crên, eur gonscianç pur, hac eur garante ardant.

G. Penos e raffac’h -u un Act à Fe quent ar Gommunion ?

R. Mên gred ferm ep, etc. (er fin.)

G. Gred un Act à Garante ?

R. Doue, leun à berfection, etc. (er fin.)

G. Gred un Act à Humilite ?

R. Allas, allas, petra ôn-mê, etc. (er fin)

G. Gred un Act à Desir ?

R. Ah pebes desir ameus -mê, etc. (er fin)

G. Petra dleer da ober goude ar Gommunion ?

R. Adori, trugarecaat, ha pedi Jesus-Christ en hon c’halon, ha beân devot ar rest an de .

Cantic