G. Gred un act à Humilite ?
R. Allas, allas, petra ôn-mê
Da dostaat ouzoc’h ma Doue !
Nen don nemert eur рec’heг quæs,
Mæs c’hui so leun à vadeles.
G. Gred un act à Desir ?
R. Ah pebes desir ameus-mê
Da тecео bага an Æle !
Disec’hân rân gant ar sec’het
О c’horto mon[e]t [1] dar banquet.
G. Petra dleer da ober goude ar Gommunion ?
R. Adori, trugarecaat, ha pedi Jesus-Christ en hon c’halon, ha beân devot ar rest an de.
G. Leret-dîn ar voïen da ober er fat hon oll Gommuniono ?
R. Ober peb hini à ne evel pa ve an dioeân dimeus hon bue.
G. Hac-ên so aoalc’h communia eur voës ar bla ?
R. Eur C’hristen mat ne læs quet queit-se e ine da yun.
G. Pegouls e-mân an obligation vrassân da gommuniân ?
R. Da basq hac en danger ar maro.
1.° Explicâ an effejo dimeus ar Gommunion vat.
2.° Represanti an enormite dimeus ar Gommunion indign.
3.° Disquoë an obligation da gommuniân en Viatiq.
- ↑ Ret eo mont gant un "e" evit kaout an niver reizh a silabennoù. [Notenn gant Wikimammenn]