Pajenn:Catechis, 1815.djvu/85

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
Treguer.



IX Quentel.

Voar ar Sacramancho à Noüen, Urs, ha Priedeles.

G. Petra eo ar Sacramant à Noüen ?

R. Eur Sacramant instituet evid ar soulageamant spirituel, ha corporel dimeus an dud clân.

G. Hac-ên so necesser an Noüen evid beân salvet ?

R. Salocroas, mæs dangerus eo mervel epti.

G. Ar Sacramant mân hac-ên ra noaz e bed dar c’horf ?

R. Er c’hontræl rei a ra deân ar yec’het pa guef Doue à propos.

G. Hac-ên so permettet gorto an heur dioeân evid receo an Noüen ?

R. Salocroas, red eo er receo, mar gueller, queit à mon eus anaoudegues vat.

G. Petra dle ar c’hlanvour da ober ên-pad-an Noüen ?

R. Ober acto a Gontrition.

G. Нa goude an Noüen ?

R. Ancoat treo ar bed-mân, ha songeal er Barados.

G. Petra eo ar Sacramant à Urs ?

R. Eur Sacramant a ro pouvoar dan dud à Ilis da exerci ar fonctiono sacr, hac ar c’hraç do exerci santelamant.

G. Digant piou e teu pouvoar an Dud à Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ.

G. Hac-ên so dleet mui à respet dar Veleïen evid d’arre-all ?

R. Ya, abalamour ma telc’hont plaç Jesus-Christ.

F2