Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
Treguer.



VIII Quentel.

Voar ar Gommunion.

G. PEtra so red da prepari quent mont da gommuniân ?

R. Red eo prepari ar c’horf hac an ine.

G. Pessort preparation so red evid ar c’horf ?

R. Ar c’horf a dle beân voar yun, propr, ha modest.

G. Pessort preparation so red evid an ine ?

R. Eur fe grên, eur gonscianç pur, hac eur garante ardant.

G. Penos e raffec’h-u un act à Fe quent ar Gommunïon ?

R. Mên gred ferm ep doutanç e bed
E c’han da receo en effet
Jesus guir den ha guir Doue
Er Sacramant à garante.

G. Petra ententet-u dre eur gonscianç pur ?

R. Eur gonscianç net à bec’het marvel da viana.

G. Penos netaat ar gonscianç ?

R. Dre eur govezion vat.

G. Ar re a gommuni en stat à bec’het marvel, hac-y a receo Jesus -Christ ?

R. Ya, mæs commetti reont eur sacrilech enorm.

G. Gred un act à Garante?

R. Doue, leun a berfection,
Mên ho car à greis ma c’halon,
Ahalamour ma veritet
Dreist peb tra oll beân caret :
Ma nessân a garan ive
Аbalamour dec’h, ma Doue.

F