Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ix
eus an Doctrin Christen.


G. Pe da de e tisquennas ar Speret-Santel voar an Ebestel ?

R. Sul ar Pantecost.

G. Petra eo an Ilis ?

R. Аr Bopl Christen unisset assambles dre ar memeus fe, hac ar memeus Sacramancho, ha gouvernet gant ar Pap ha gant ar Esquibien.

G. Pet Ilis so ?

R. Nen deus nemet eur guir Ilis, en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat.

G. Pehini eo ar guir Ilis ; en pehini epquen e c’heller enem sauvetaat ?

R. An Ilis Santel, Catholiq, Apostololiq ha Romæn.

G. Gred un act a fe voar an oll guirioneo eus ar fe en general ?

R. Mên a gred ferm, ô ma Doue,
An oll articlo eus ar fe :
Rac c’hui en deuss-e revelet,
Наc a so guirion pa gomset :
Наc an Ilis a bropos dîn
Аn articlo-se da gredîn.


VI Quentel.

Voar ar beden

G. PEtra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all approuvet gant an Ilis.

G. Leret ar Bater en Brezonec ?

R. Hon Tad pehini so en Eên, etc. (er fin ar C’hatechis)

G. Ous piou e consomp-nîn pa leromp hon Pater ?

R. Ous Doue.