Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
viij
Abrege


G. Petra eure Adam ?

R. Dibri un tam aval.

G. Perac e voa pec’het deân dibri un tam aval ?

R. Abalamour ma oa difennet outân gant Doue.

G. Gred un act a fe voar Myster an Incarnation. ?

R. An eil Pherson eus an Drindet Santel,
Ar Verb divin, Map an Tad eternel,
A gredàn ferm a so en em c’hroet den,
Ma esperanç a so ennân epquen.


V Quentel.

Voar Myster hon Redamption, ha voar an Ilis.

G. HOn Salver Jesus-Christ hac en endeus soufret cals à boanio evidomp ?

R. Ya, ar re vrassân hac en e ine, hac en e gorf.

G. Evid petra en deus hon Salver soufret quement à boan, hac eur maro quen cruel ?

R. Evid disque dimp e garante hac enormite ar pec’het.

G. Pe da de e varvas hon Salver ?

R. Ar guener ar Groas.

G. Gred un act a fe voar Myster hon Redamption ?

R. Mên a gred fermamant ma Jesus douç ha mat,
Penos o c’heus scuillet evidon oc’h oll oat,
Ha nenn deus graç ebed, na merit na pardon
Nemert dre ho maro, ha dre ho passion.

G. Pe da de e ressuscitas hon Salver ?

R. Ar Sul Phasq dious ar mintin an drede de goude e varo.

G. Pe da de e pignas-ân en Eên ?

R. Ar Yaou Basq de Oel an Asçansion.