G. Penos e veomp-nîn evurus gant Doue er bed-all ?
R. О sellet Doue, ous e garet, hac o jouissân eternelamant aneân.
G. Petra eo Jesus-Christ ?
R. An eil Pherson an Drindet, Map Doue incarnet.
G. Petra signifi en em incarni ?
R. Da laret eo, en em ober den.
G. Petra eo ta Myster an Incarnation ?
R. Eur Myster eo en pehini an eil Pherson an Drindet a so en em c’hroet den.
G. Leret dîn c’hoas pet Pherson so en Drindet ?
R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.
G. Pehini an tri pherson divin-se, a so en em c’hroet den ?
R. An eil Pherson, Doue ar Map.
G. An Tad hac en so ive en em c’hroet den ?
R. Salocroas.
G. Ar Speret Santel hac en so en em c’hroet den ?
R. Salocroas, Map Doue epquen, an eil Pherson an Drindet a so en em c’hroet den.
G. Pehano en deus Map Doue, pehini so en em c’hroet den ?
R. Jesus -Christ hon Salver, guir Doue ha guir den assembles.
G. Perac e-ân hanvet Salver ?
R. Abalamour men deus sauveteet a c’hanomp dre e varo er Groas.
G. Cals a obligation eta hon heus da J.-C. ?
R. Allas, panevert-ân e oamp oll collet.
G. Piou en defoa collet a c’hanomp-nîn ?
R. Hon Tad quenta Adam er Barados terrestr.
A iij