Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
vj
Abrege


G. Perac an tri Pherson divin-se nen dint nemert ar memeus Doue ?

R. Abalamour no deus o zri nemert ar memeus natur divin, pe ar memeus divinite.

G. Pehini a ne o zri eo ar c’hossân, hac ar puissantan ?

R. Egal int o zri ên peb tra.

G. Penos e c’hell c’hoarveout ma int unan ha tri assambles ?

R. Eur Myster eo e dleomp da gredi ha da adorin ep gout penos e c’hell c’hoarveout.

G. Leret din bremân petra eo an Drindet.

R. Un Doue en tri Pherson distinct, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.

G. Gred un act à fe voar Myster an Drindet.

R. Mên a gred ferm tri Pherson en Doue,
О zri distinct an eil deus eguile,
An Tad, ar Map, hac ar Speret Santel ;
Er greden-se e tesirân mervel.


IV Quentel

Voar Myster an Incarnation.

G. Piou eta en deus o croüet ?

R. An Autrou Doue.

G. Petra o c’heus-u bet digant ho crouer ?

R. Eur c’horf mortel hac un ine immortel.

G. Evid petra oc’hu croüet gant Doue ?

R. Evid e anaveout, e garet, hac e servigi er bet-mân, ha dre ze bean evurus gantan er bet-all.