Pajenn:Catechis, 1815.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
v
eus an Doctrin Christen.


G. C’hui lavar e credet en Doue, pet Doue so ?

R. Unan epquen.

G. Petra eo Doue ?

R. EurSperet pur ha souveræn, Crouër dan Eên ha dan Douar, leun a bep sort perfection.

G. Doue hac en so éternel ?

R. Ya, nen deus quet bed a commançamant, ha nen deveo quet a fin.

G. Pellec’h eman Doue ?

R. Dre oll.

G. Hâc en so Doue ive amân presant ?

R. Ya sur.

G. Perac ne velomp -nîn quet aneân ?

R. Abalamour ma eo eur Speret pur, n’en deus quet à gorf evid beân guelet.

G. Нac ên voel, hac a gleo, a c’hanomp-nîn ?

R. Ya, clevet a ra tout, guelet a ra tout betec ar sougæsono secretân dimeus hon c’halon.


III Quentel.

Voar Myster an Drindet.

G. Pet pherson so en Doue ?

R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.

G. An Tad, hac-en so Doue ?

R. Ya, an Tad so Doue.

G. Ar Map, hac-en so Doue ?

R. Ya, ar Map so Doue.

G. Ar Speret Santel, hac-en so Doue ?

R. Ya, ar Speret-Santel so Doue.

G. Tri Doue int-y ?

R. Salocroas, nen dint o zri nemert ar memeus Doue.