Pajenn:Catechis, 1815.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
x
Abrege


G. En hano piou e tleomp-nîn pedi ?

R. En hano Jesus-Christ, ha dre e verito.

G. Hac en so mat ive pedi hac henori ar Sænt ?

R. Ya, abalamour ma int mignonet da Zoue, ha ma ellont hon sicour dre ho intercession.

G. Piou dimeus ar Sænt a dleomp-nîn da pedi, ha da henori muân voarlerc’h Doue ?

R. Ar Voerc’hes Vari, abalamour de c’halite à Vam da Zoue.

G. Pehini eo ar Beden agreaplân dar Voerc’hes ?

R. An Ave Maria, pehini a dle an oll da c’hout.

G. Leret an Ave Maria en Brezonec. ?

R. M’ho salud, Mari ; etc.

G. Leret din c’hoas un devotion agreabl dar Voerc’hes ?

R. An devotion deus ar Chapelet.

G. Penos e lerer ar Chapelet ?

R. Gredo a lerer oar ar Groas;
Eur Bater oar bep greunen vras :
Ha dre ma teu ar greun bian,
Eun Ave voar bep unan.

G. Нac en so necesser pedi ?

R. Ya, ar Beden eo unan dimeus hon brassân obligationou.

G. Pegouls e cleomp-ni pedi ?

R. En peb amser, ha principalamаnt dious ar mintin, ha dious an noz.

————