Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xj
eus an Doctrin Christen.



VII Quentel.

Voar Gourc’hemeno Doue, hac ar Vertuïo Theologal.

G. PEtra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pes so gourc’hemennet gant Doue, ha gant an Ilis.

G. Leret Gourc’hemenno Doue ?

R. Un Doue epquen a adori, etc.

G. Hac-ên so hini a c’hourc’hemenno Doue, impossibl da observi ?

R. Salocroas, nen deus hini, moïennant e c’hraç pehini a dleomp da c’houlen dre verito Jesus-Christ.

G. Нac-ên so red miret oll Gourc’hemenno Doue ?

R. Ya, ha manquout da unan, a so aoalc’h evid meritout an Ifern.

G. Petra eo ar Fe ?

R. Un donæson digant Doue dre pehini e credomp ennân, ha quement en deus revelet de Ilis.

G. Нac ên so necesser ar Fe evid beân salvet ?

R. Ya, anes ar Fe eo impossibl pligeout da Zoue.

G. Petra eo an Esperanç ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e esperomp e c’hraç er bed-mân, hac e c’hloar er bed-all, dre verito Jesus-Christ hac hon œuvro mat.

G. Gred un act [a] esperanç ?

R. Ma Doue, ma oll esperanç,
Ennoc'h e mân ma oll fianç,