Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xij
Abrege

Abalamour ma oc'h bepret
Fidel do quir, mat em andræt.

G. Petra eo ar Garante ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e queromp aneân dreist peb tra abalamour deân e unân, hac hon Nessân evel domp hon unân abalamour da Zoue.

G. Gred un act a Garante ?

R. Doue leun a berfection,
Mên ho car à greis ma c’halon ?
Abalamour ma veritet
Dreist peb tra-oll beân caret ;
Ma Nessân a garân ive
Abalamour dec'h ma Doue.


VIII Quentel

Voar Gourc’hemenno an Iiis, ar pec’het ha pevar fin an den.

G. Leret Gourc’hemenno an Ilis ?

R. Cleo devotamant pen-da-ben, etc.

G. Petra eo an Ofern ?

R. Ar Sacrifiç dimeus a gorf hac a oat J.-C.

G. Penos e tleer assistân en Ofern ?

R. Gant modesti ha devotion.

G. Penos e torrer Gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis ?

R. Dre ar pec’het.

G. Petra eo ar pec’het ?

R. Quement so a enep Gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis.

G. Pet pec’het marvel so red evid beân daonet ?

R. Mervel gant unan so aoalc’h evid beân daonet.