Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

ho kerc’hen. Gant ar muzul m’ho pezo muzulet d’ar re all e vezo muzulet d’ehoc’h.

» Perag e veles eur goloen e lagad da vreur ha ne veles ket eun treust en da hini ? Penaoz e c’helles-te lavaret d’as preur : breur, lez ac’hanon da denna ar goloen euz da lagad, pa ne veles ket an treust a zo en da hini ? Hypocrit, tenn da genta an treust euz da lagad ; da c’houde e veli sclear evit tenna ar goloen euz lagad da vreur. »

Lavaret a rea d’ezho an henveledigez-man : hag unan dall a c’hell blenia unan dall ? Ha ne gouezint ket ho daou en toull ? An diskibl n’eo ket dreist ar mestr, ne vel ket scleroc’h egethan ; ar guella evit peb unan eo beza henvel ouz he vestr : e scol ar pharisianed ne viot ket guelloc’h egetho.

« Goulzgoude avechou e ranker barn. Na roit ket an traou santel d’ar chass, d’an dud caledet ho c’halon ne reint nemet c’hoarzin d’ho kelennadurez vad ; na daolit ket ho perlez dirag ar perc’hel, dirag an dud a zo sanket er plijaduriou hudur, gant aon ne vresfent anezho, hag o tizrei, ne zispenfent ac’hanoc’h. »


7 — Nerz ar beden

« Goulennit hag e vezo roet d’ehoc’h ; claskit hag e cavot ; skoit hag e vezo digoret d’ehoc’h. Kement hini a c’houlen, a receo ; an hini a glask, a gav ; d’an hini a sko e tigorer. Ha piou en ho touez, ma c’houlen he vab bara diganthan, a ginnigfe d’ezhan eur mean ? Pe ma c’houlen eur pesk, a ginnigfe d’ezhan eun