Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

mont ket e grignoliou, hag ho Tad pehini ’ zo en env a vag anezho. Daoust ha ne dalit ket calz muioc’h egetho ? Piou ac’hanoc’h, gant he holl spered, a c’hell creski he vent deuz eun ilinad ebken ?

» Ha perag beza nec’het gant ar viskamant ? Sellit ouz lili ar parkeier penaoz e creskont, eb labourat na neza. Me lavar d’ehoc’h goulzgoude, Salomon, e creiz he holl sked, n’oa ket guisket evel unan anezho. Ma ro Doue eun hevelep guiskamant da ieot ar parkeier a zo hirio hag a vezo varc’hoaz taolet da zèvi, pegement muioc’h e roio d’ehoc’h, tud a neubeut a feiz ?

» Na vezit ket eta nec’het ha na lavarit ket : petra ’ zrebimp ? petra evimp ? gant petra ec’h en em viskimp ? D’ar baianed enclask an traou-ze holl. Mes ho Tad a c’hoar ho peus ezom deuz an traou-ze holl. Claskit eta da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an traou-ze holl a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had. Bezit eta dinec’h gant an devez varc’hoaz ; an devez varc’hoaz han dezo he nec’h he-unan : avoalc’h he boan da beb devez.


6 — Arabat barn eb guir abeg.

« Na varnit ket eb abeg ha ne viot ket barnet gant Doue, rag evel m’ho pezo barnet e viot barnet ; na gondaonit ket ha ne viot ket condaonet ; pardonit hag e vezo pardonet d’ehoc’h. Roit hag e vezo roet d’ehoc’h : eur muzul mad, leun, coazet ha dreist ar c’hinou a vezo scuillet en