Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

ma velo an dud e iunont. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : bet ho deus ho fae. Mes te, pa iuni, balzam da benn ha goalc’h da vizach evit na velo ket an dud e iunes, mes da Dad a zo e peb tra cuzet, ha da Dad, a vel peb tra cuzet, as paeo. »


5. — Divarbenn an danvez

« Na zestumit ket tenzoriou var an douar, el leac’h ma crign ar mergl hag ar prenved, el leac’h ma cleuz ha ma scarz al laëron. Mes destumit tenzoriou en env, el leac’h ne grign na mergl, na prenved, el leac’h ne gleuz ha ne scarz ket al laeron. El leac’h ma eman da denzor, eno eman da galon. Da lagad eo goulou da gorf. Ma ’z eo neat da lagad, da gorf a bez a vezo er sclerijen ; mes ma ’z eo goallet da lagad, da gorf a bez a vezo en denvalijen. Ma ’z eo eta tenval ar sclerijen a zo ennot, pegen tenval an denvalijen he-unan ! Ma ’z eo goallet lagad da ene gant carantez direiz an danvez, ne valees ket ouz sclerijen Doue, ha pegen tenval eo da ene !

» Nicun ne c’hell servicha daou vestr ; pe e cassaio unan hag e caro egile ; pe e c’houzanvo unan hag e tisprijo egile. Ne c’hellit ket servicha Doue hag an arc’hant.

» Setu perag e lavaran d’ehoc’h : bezit dinec’h gant ar bevans evit ho puez ha gant ar viskamant evit ho corf. Daoust hag ar vuez n’eo ket muioc’h eged ar bevans, hag ar c’horf muioc’h eged ar viskamant ? Sellit ouz laboussed an env : ne hadont ket, ne eostont ket, ne zestu-