Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

aer ? Ma c’houezit eta, c’houi a zo fall, rei traou mad d’ho pugale : pegement muioc’h ho Tad pehini a zo en env a roio ar pez a zo mad d’ar re a bed anezhan ?

» Grit d’ar re all ar pez a garfec’h a ve great d’ehoc’h hoc’h-unan. Setu aze al lezen hag ar bropheted. »


8 — Diouall ouz an hent ledan hag ouz ar fals propheted

« It dre an or stris, rag an or frank hag an hent ledan a gass d’ar gollidigez, ha calz a ia dre eno. Peger stris an or, peger moan an hent a gass d’ar vuez ! Pegen neubeut he gav ! [1]

» Diouallit ouz ar fals propheted a deu d’ho caout dindan gloan denved, hag a zo bleizi scraperien en diabarz : dioc’h ho frouez ho anavezot. Daoust hag e cutuiller rezin var spern, pe fiez var drez ? Evelse peb guezen mad a zoug frouez mad ; mes ar vezen fall a zoug frouez fall. Ne c’hell ket eur vezen vad dougen frouez fall, nag eur vezen fall dougen frouez mad. Peb guezen a vez anavezet dioc’h he frouez. Peb guezen ha ne zoug ket frouez mad a vezo troc’het ha taolet en tan.

» Dioc’h ho frouez eta ec’h anavezot ar fals propheted. An den mad a denn traou mad euz tenzor mad he galon, hag an hini fall a denn traou fall euz tenzor fall he galon ; rag ar c’hinou a gomz deuz ar pez a leun ar galon.

  1. An hent stris eo gourc’hemennou Doue ; an hent ledan eo ar ioulou direiz, (S. Aug. ap. Allioli, in Mat. Vll, 14)