Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

ma ra an hypocrited er synagogou hag er ruiou evit beza enoret gant an dud. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, bet ho deus ho fae. Mes pa ri aluzen, ra na c’houezo ket da zorn cleiz ar pez a ra da zorn deou, evit ma chomo cuzet da aluzen : ha da Dad, a vel peb tra cuzet, as paeo. Pa bedit, na vezit ket evel an hypocrited a gar pedi en ho za er synagogou hag e corn al leuriou-kear, evit beza guelet gant an dud. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : bet ho deus ho fae. Mes te, pa bedi, kea en da gramb, hag an or clozet, ped da Dad e cuz ; ha da Dad, a vel peb tra cuzet, as paeo.

» En ho pedennou ne lavarit ket calz geriou, evel ar baïaned : sonjal a reont e vezint silaouet, ma lavaront calz geriou. Na vezit ket henvel outho, rag ho Tad a c’hoar petra ho peus ezom araog ma c’houlennit diganthan. Setu ama penaoz e pedot :

» Hon Tad pehini a zo en env, hoc’h hano bezet santifiet, deuet ho rouantelez ; ho polontez bezet great var an douar evel en env. Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziec ; pardonit d’omp hon offansou evel ma pardonomp d’ar re ho deus hon offanset ; ha na bermettit ket e couezfemp e tentation ; mes hon delivrit dioc’h an droug. Evelse bezet great.

» Rag ma pardonit d’an dud ho offansou, ho Tad pehini a zo en env a bardono d’ehoc’h ive ho faotou. Mes ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad ne bardono ket d’ehoc’h ho pec’hejou.

» Pa iunit, arabat d’ehoc’h beza trist evel an hypocrited, rag distronka ’ reont ho bizach evit