Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

lavar d’ehoc’h : carit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re ho deus cassoni ouzoc’h, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, pedit evit ar re a voall-gass ac’hanoc’h hag ho tamall e-gaou, evit ma viot bugale ho Tad pehini a zo en env, a lak’ he heol da zevel var an dud vad ha var an dud fall hag a zigass ar glao d’an dud just ha d’ar bec’herien. Ma carit an neb ho car, pe digoll ho pezo-c’houi ? Daoust hag ar publicaned hag ar bec’herien ne reont ket ar memez tra ha ne garont ket an neb ho c’har ? Ma ne zaludit nemet ho preudeur, petra rit-hu muioc’h egetho ? Daoust hag ar baiained ne reont ket kement all ? Ha ma rit vad d’ho madoberourien, pe virit ho peus-c’houi ? Rag ar bec’herien a ra en hevelep doare. Ma ne brestit nemet o c’hortoz distaol, pe virit ho peus-c’houi ? Rag ar bec’herien a brest d’ar bec’herien evit beza paet en distro. Carit eta hoc’h enebourien, grit vad ha roit e prest, eb gortoz ac’hano netra ; ho tigoll a vezo bras, hag e viot bugale an hini a zo dreist peb tra ; rag hen a zo mad e kenver an dud dianaoudec hag an dud fall. Bezit eta trugarezus evid ho Tad a zo trugarezus ; bezit parfet evel ho Tad pehini a zo en env a zo parfet. »


4 — Ober peb tra e guel Doue.

« Diouallit na rafec’h hoc’h oberiou a justis e kenver Doue hag an nessa dirag an dud, evit beza guelet gantho ; anez n’ho pezo digoll ebed digant ho Tad pehini a zo en env. Pa ri aluzen eta, arabat d’id son an drompill dirazot, evel