(S. Vaze XII, 1-14 ; S. Marc, II, 23-28 ; III, 1-6 ; S. Lucas, VI, 1-11).
D’ar Sabbat eil-kenta, an hini a gouez varlerc’h
Sabbat eizved pask, Jesus a dremene dre
barkeier ed a zareve er vro d’an nevez amzer.
He ziskiblien, naon d’ezho, a en em lakeas da
gutuill pennou, e giz ma c’helle ober peb
naonnec, hervez lezen Moyses [1], da frika
anezho en ho daouarn ha da zribi. Pharisianed
a velas anezho hag a lavaras : « Perag e rit-hu
ar pez a zo difennet da zeiz ar Sabbat, deiz
a ehan stris meurbed ? »
Ha da Jesus e lavarjont : « Guelit, ho tiskiblien a ra ar pez a zo difennet ober d’an deveziou Sabbat. » Jesus a respontas d’ezho : « N’ho peus ket lennet ar pez a reas David, pa edo en dienez ha p’hen doa naon, hèn hag an dud a ioa ganthan : mont a reas e ti Doue, e amzer Abiathar, prins ar veleien, kemeret a reas ar bara kinniget da Zoue [2] dribi a reas hag e roas d’an dud a ioa ganthan, ha goulzgoude ar veleien ebken a c’helle dribi anezhan ?
N’ho peus ket lennet ive, el lezen penaoz, d’an deiziou Sabbat, ar veleien ne viront ket