Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

va c’hasset hen deus roet he-unan testeni divar va fenn. Morse n’ho peus clevet he vouez na guelet he fas, ne anavezit na Doue, nag he gelennadurez, ha ne zalc’hit ket ennhoc’h he gomzou, abalamour ne gredit ket en hini a zo casset ganthan. Furchit er Scrituriou, p’e guir e sonjit caout ennho ar vuez peurbadus : hi a ro testeni divar va fenn.

» Ha goulzgoude ne fell ket d’ehoc’h dont davedon evit caout ar vuez. N’eo ket ma tennan va gloar digant an dud ; mes gouzout a ran n’ho peus ket carantez Doue ennhoc’h. Me a zo deut e hano va Zad, ha ne zigemerit ket ac’hanon ; ma teu eun all en he hano he-unan, e tigemerot anezhan. Penaoz e c’hellit-hu credi, c’houi a denn ho cloar an eil digant egile ha ne glaskit ket ar c’hloar a deu euz Doue ebken ? Na gredit ket evelato e tamallin ac’hanoc’h dirag an Tad. An hini ho tamall eo Moyses a lakit ennhan hoc’h esperans. Evit guir, ma ho pije bet feiz ennhan, martreze ho pije credet ennon, rag divar va fenn hen deus scrivet. Ma ne gredit ket en he scridou, penaoz e credot-hu em c’homzou ? »


————