Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

deus ive d’ezhan ar c’halloud da ober ar varnedigez, abalamour ma ’z eo Mab an den, da lavaret eo, ar Messias, pe ar C’hrist [1].

» Na vezit ket eta souezet gant an dra-ze, rag souezussoc’h ! dont a ra an heur, heur ar varn diveza ; ma clevo an holl dud a zo er beziou mouez Mab Doue, hag ar re ho dezo great ar mad a ielo da resurrection ar vuez, mes ar re ho dezo great an droug a ielo da resurrection ar varnedigez evit beza condaonet.

» Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, mes gant va Zad a ro d’in va natur Doue a holl-viscoaz ; me a varn hervez ma clevan ha ma velan em Zad, ha va barnedigez a zo just ; rag ne glaskan ket va ioul, mes ioul an hini hen deus va c’hasset.

» Ma roan testeni divar va fenn va-unan, va zesteni n’eo ket guir hervez al lezen ; mes eun all a ro testeni divar va fenn, hag e c’houzon eo guir an testeni a ro ac’hanon. Casset ho peus cannaded da Iann, ha roet hen deus testeni d’ar virionez. Goulzgoude n’eo ket digant eun den e kemeran testeni ; mes me a lavar kement-man evit ma viot salvet. Iann a ioa eur goulou beo ha lugernus. C’hoanteat ho peus, epad eur pennad, en em laouenaat ouz he sclerijen. Evidon, me am eus eun testeni brassoc’h eged hini Iann : an oberiou, ar miraclou, hen deus roet va Zad d’in da ober, an oberiou a ran, a ro testeni divar va fenn ez oun casset gant an Tad. An Tad hen deus

  1. Cf. Daniel, VII, 13.