Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

ar Mab her gra en hevelep doare. Ar Mab ne ra netra nemet dre c’halloud natur Doue hen deus digant an Tad a holl-viscoaz ; hag abalamour m’ho deus ho daou ar memez natur Doue, e reont hevelep traou [1]. Rag an Tad a gar ar Mab hag a ziscuez d’ezhan, en eur rei d’ezhan natur Doue, kement a ra he-unan, hag e tiscuezo d’ezhan oberiou brassoc’h c’hoaz, evit ma viot estlammet. Evelse an Tad a zao ar re varo hag a ro d’ezho ar vuez : en hevelep doare ar Mab a ro ar vuez d’an neb a gar, d’an eneou ha d’ar c’horfou [2].

» An tad ne varn den ebed ; mes peb barnedigez hen deus roet d’ar Mab, evit ma c’henoro an holl dud ar Mab evel ma c’henoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab na enor ket an Tad han deus he gasset.

» E guirionez, e guirionez, me a lavar dehoc’h : an hini a zilaou va c’homzou hag a gred en hini hen deus va c’hasset hen deus ar vuez peurbadus, hag e leac’h tenna varnhan ar varnedigez he gondaono, eo tremenet euz ar maro d’ar vuez.

» E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : dont a ra an heur, ha breman eo, ma clevo ar re a zo maro ho ene mouez Mab Doue, hag ar re ho dezo clevet a vevo deuz buez ar c’hras. Rag evel an Tad hen deus ar vuez ennhan he-unan, evelse hen deus roet d’ar Mab caout ar vuez ennhan he-unan, roet hen

  1. S. Cyryl, ap. Fillion in Jo. V, 19.
  2. S. Iann Chrysostom ha S. Augustin, ap. Fillion in Jo. ibid I. 21.