Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

ar Sabbat en templ, ha ne bec’hont ket ? Hogen, me ’ lavar d’ehoc’h, beza zo unan ama brassoc’h eged an templ. Ar Sabbat a zo great evit an den ha n’e ket an den evit ar Sabbat. Setu perag Mab an den a zo mestr ar Sabbat memez. Ma c’houezfac’h petra zinifi : muioc’h e plij d’in an drugarez eged ar zacrifis, biken n’ho pije condaonet tud direbech. »

O veza pelleat ac’hann, Jesus a ieas en eur synagog, eun deiz Sabbat all, hag e kelennas. Eno ez oa eun den hag a ioa dizec’h he zorn deou. An doctored hag ar Pharisianed a ioa var evez evit gouzout ha Jesus a bareje da zeiz ar Sabbat ; memez e rejont outhan ar goulen-man : « Hag urz a zo da barea da zeiz Sabbat ? » Ne glaskent nemet eun digarez d’he damall. Mes Jesus a anaie ho zonjou. Lavaret a reas d’an hini a ioa dizec’h he zorn : « Sao hag en em zalc’h e creiz. » Hag ec’h en em zalc’has en he za. Neuze Jesus a lavaras d’ezho : « Me c’houlen ouzhoc’h, urz a zo da zeiz ar Sabbat da ober vad pe da ober droug, da zavetei eur vuez pe d’he c’holl ? » Mes hi a dave. Neuze e lavaras d’ezho : « Piou ac’hanoc’h, m’han deus eun danvad ha ma couez da zeiz Sabbat en eun toull, ne gemero ket anezhan evit he zevel ? Pegement e tal muioc’h eun den eged eun danvad ! Urz a zo eta da ober vad da zeiz ar Sabbat. » Goudeze, o sellet en dro d’ezhan gant droug, glac’haret var dallentez ho c’halon, e lavaras d’an den : « Astenn da zorn. » Astenn a reas, hag he zorn oue lakeat ker yac’h hag egile.

Mes hi a oue penn-follet, hag e comzent