Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

risianed a iun aliez hag a ra pedennou, hag ho re-c’houi a zreb hag a ev, e leac’h iun ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Daoust hag e c’hellit ober da vignoned an den nevez-dimezet iun hag en em c’hlac’hari keit ha ma chom gantho, keit ha ma chom gant an dud Mab Doue hen deus kemeret ho ouenn ? Epad ma chom gantho an den nevez ne c’hellont ket iun. Dont a reio deveziou ma vezo tennet digantho : en deveziou-ze e iunint. »

Lavaret a rea ive d’ezho an henveledigez-man : « Nicun ne c’hri ouz eur vantel goz eur pez dioc’h eur viskamant nevez ; a hent all, an hini nevez a zo freget ; ar pez nevez n’en em c’hra ket dioc’h ar viskamant coz, a zistag eun tamm diouthan, hag ar rog a zo brassoc’h. (Ne c’heller ket staga deveriou ar religion nevez ouz religion goz ar Jusevien a heulie c’hoaz an diskiblien). Den kenneubeut ne lakaa guin nevez e sier-guin great gant ler hag a zo coz ; a hent all, ar guin nevez a freuzo ar zier guin, hag e scuillo, hag ar zier a vezo collet. Mes ar guin nevez a ranker da lakaat e sier nevez, ha neuze e vezont miret ho daou. Ar religion nevez a vezo heuillet gant tud renevezet gant ar Spered-Santel [1]. Pa vez evet guin coz, ne c’hoantaer ket guin nevez dioc’htu ; rag lavaret a rer : an hini coz ar guella. Lezen an Aviel n’hen deus ket bet amzer c’hoaz da ziscuez eo guelloc’h eged lezen Moyses ; da c’hortoz n’eo ket difennet derc’hel d’ar religion goz.


————
  1. S. Hiler, ap. Fillion, in Mat. IX, 17.