Goudeze Jesus a ieas euz an ti etrezeg ar
mor adarre, hag an holl foul a deue d’he gaout,
hag e kelenne anezho. Hogen, o tremen, e
velas azezet e bureo ar guiriou eur publican,
hanvet Levi, pe Maze, mab Alphee, hag e
lavaras d’ezhan : « Heul ac’hanon. » Hag o
tilezel peb tra, e savas hag ec’h heulias anezhan.
Maze a reas d’ezhan eur banked bras en he di. Calz publicaned ha pec’herien a ioa ouz taol gant Jesus ha gant an niver bras a ziskiblien a heulie anezhan. An doctored hag ar Pharisianed, o velet e trebe gant ar publicaned hag ar bec’herien, a c’hrosmole hag a lavare d’an diskiblien : « Perag e treb hag ec’h ev ho mestr gant ar publicaned hag ar bec’herien ? » O veza clevet an dra-ze, Jesus a lavaras d’ezho : « N’e ket ar re yac’h ho deus ezom deuz al louzaouer, mes ar re glanv. Kit ta, ha lakit en ho skiant ar pez a zinifi : muioc’h e plij d’in an drugarez eged ar zacrifis, a lavar Doue dre c’hinou ar prophet ; rag n’oun ket deut da c’hervel an dud just d’ar binijen, mes ar bec’herien. »
Hogen, bez’ ez oa eno diskiblien Iann ha Pharisianed boazet da iun. Tostaat a rejont hag e lavarjont: « Perag diskiblien Iann hag ar Pha-