Jerusalem. Prezegen d’ar Jusevien.
(S. Iann, V, 1-17).
Goude kementse edo deiz gouel ar Jusevien,
ha Jesus a bignas da Jerusalem. Beza ’ zo e
Jerusalem eul lenn da voalc’hi an denved evit
ar zacrifis, hanvet Bethsaïda, e iez an Hebreed,
hag hen deus pemp porched. Er porchedou-ze
ez oa gourvezet eun niver bras a dud clanv,
dall, camm, seizet, a c’hortoze finv an dour.
Rag eal an Aotrou a ziskenne beb ar mare el
lenn, hag an dour a finve. Ar c’henta a ziskenne
el lenn, goude lusk an dour, a baree
n’eus fors gant pe glenved e veze dalc’het.
Hogen, bez’ ez oa eno eun den a zouge he glenved abaoue eiz vloaz ha tregont. Jesus he velas astennet, hag oc’h anaout e c’hortoze abaoue pell amzer, e lavaras d’ezhan : « C’hoant as peus da veza pare ? » An hini clanv a respontas d’ezhan : « N’em eus den da daoler ac’hanon el lenn pa vez fourgasset an dour ; epad ma ’z an, eun all a zisken em raog. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Sao, samm da vele ha kerz. » Kerkent an den-ze a oue pareet, hag e sammas he vele, hag e kerze.