Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIZVET PENNAD
Pareans eun den lor. Distro da Gapharnaum ha pareans eun den seizet. (S. Vaze, VIII, 2-4 ; IX, 1-8 ; S. Marc, I, 40-45 ; II, 1-12 ; S. Lucas, V, 12-26).
————


Epad mad edo Jesus en eur gear, eun den goloet a lorgnez he velas hag a dosteas en eur bedi. Hen adori a reas, pleget he c’hlin ha stouet he benn d’an douar, hag e lavaras : « Ma fell d’ehoc’h, Aotrou, e c’hellit va fura deuz va lorgnez. » Jesus, o kemeret truez outhan, a astennas he zorn, a douchas outhan hag a lavaras : « Me a fell d’in, bez puret. » A veac’h m’hen doa comzet, al lorgnez a dec’has diouthan, hag o oue pare. Jesus he gassas kuit dioc’htu en eur lavaret d’ezhan gourdrouzus : « Taol evez e lavarfes netra da zen ; mes kea, en em ziscuez da brins ar veleien ha kinnig, en abeg d’as purerez, ar pez hen deus gourc’hemennet Moyses, evit ma servicho d’ezho da desteni. »

Mes hen, pa ’z eas kuit, a en em lakeas da incanti ha da vruda ar pez a ioa c’hoarvezet, en hevelep doare ma ne c’nelle ket Jesus mont a-vel d’an holl en eur gear bennag eb na deuje calz tud da en em zestum dirazhan evit he zilaou ha beza pareet deuz ho fallenteziou. Mont a ranke kuit hag en em denna el lec’hiou distro evit pedi. Goulzgoude, strolladou tud a deue d’he gaout euz a beb leac’h.