Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

Eun devez bennag goude, Jesus a bignas en eur vag, a reas un treiz hag a deuas da Gapharnaum, he gear nevez. Azeza reas en eun ti hag e kelenne. Pharisianed ha doctored al lezen, deut euz peb keriaden ar Galilee, ar Judee ha Jerusalem, a ioa azezet en dro d’ezhan. Pa oue clevet edo en ti, an dud a en em zestumas ken niverus ma n’oa ket a blas d’ezho, memez dirag an or. Prezeg a rea d’ezho, ha galloud an Aotrou a en em ziscueze evit ho farea.

Setu e teuas pevar den a zouge eun den seizet, astennet var eur guele. Clask a reant he gass en diabarz hag he lakaat dirazhan. Mes, o veza ne gavent tu ebed da gass anezhan ebarz abalamour d’ar foul, e pignjont var an doen a ioa plat, hervez giz ar vro. Distei a rejont an ti, ha dre an toull, e tiskenjont e creiz, dirag Jesus, ar guele m’edo varnhan an den seizet. O velet ho feiz, Jesus a lavaras d’an den seizet : « Va mab, bez fizians : da bec’hejou a zo pardonet did. »

An doctored hag ar Pharisianed a ioa azezet eno a lavare e goueled ho c’halon : « Petra lavar ta ? Blasphemi a ra. Piou a c’hell pardoni ar pec’hejou nemet Doue ebken ? » Ractal Jesus a c’houezas anezhan he-unan ar pez a zonjent en ho spered, hag e lavaras dezho : « Perag e sonjit an traou fall-ze e goueled ho calon ? Petra ’ zo essoc’h, lavaret d’an den seizet : da bec’hejou a zo pardonet did, pe lavaret : sao, kemer da vele ha kerz ? » Evit ma c’houezoc’h hen deus Mab an den var an douar ur c’halloud da bardoni ar pec’hejou :