Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

Ar bobl a glaske Jesus a deuas beteg ennhan hag a zalc’he anezhan gant aon n’ez aje dioutho. Lavaret a reas d’ezho : « Prezeg a rankan aviel rouantelez Doue d’ar c’heariou all, rag evit an dra-ze oun casset. »

Ha Jesus a rea an dro d’ar Galilee a bez, o kelen en ho zynagogou, o prezeg aviel ar rouantelez hag o parea peb clenved ha peb fallentez etouez ar bobl. He vrud a en em skignas dre ar Syrii a bez, hag e oue digasset d’ezhan an oll dud a en em gave fall, tizet gant meur a glenved ha meur a boan, tud kemeret gant an diaoulou, tud loariet, pe tud hag a goueze e drougsant, tud seizet, hag e pareas anezho. Eun niver bras a dud a heulias anezhan deuz ar Galilee, an Decapol, Jerusalem, ar Judee ha deuz an tu all d’ar Jourden. [1]


————
  1. An Decapol a ioa deg kear a veve dindan ar Romened en avel viz deuz an Douar Zantel. « An tu all d’ar Jourden, » ioa hanvet ive Peree.