Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

Jesus a ieas kerkent er meaz euz ar synagog hag a deuas da di Simon hag Andre, gant Jakes ha Iann.

Hogen, mamm-gaer Simon a ioa dalc’het en he guele gant eun derzien vras. Dioc’htu e comzjont anezhi d’ezhan hag her pedjont evithi. Tostaat a reas, hag o veza kemeret he dorn, e tibradas anezhi hag e kemennas d’an derzien. Kerkent an derzien a ieas kuit, hi a zavas hag e serviche anezho.

Dioc’h ar pardaez, var dro cuz-heol, kement hini ho doa tud clanvidic, dalc’het gant meur a fallentez, ha tud kemeret gant an diaoul, a zigasse anezho d’ezhan. Kear holl a ioa destumet dirag an or. Jesus a lakea he zaouarn var beb hini hag a baree an holl. Gant eur ger e casse kuit an diaoulou, hag ar re-man a iea kuit euz calz tud en eur ioual hag en eur lavaret : « C’houi eo Mab Doue. » Mes hen a scandale anezho hag a zifenne outho lavaret : « Ni c’hoar ez oc’h ar C’hrist. »

Evelse e teue da vir ar pez a ioa bet lavaret gant ar prophet Isaias : « Kemeret hen deus hor fallenteziou ha douget hen deus hor c’hlenvejou. » Pareans ar chorf a ioa eur skeuden deuz pareans an ene.

Jesus a zavas mintin mad hag a ieas kuit en eul leac’h distro. Eno e pede. Simon hag ar re a ioa ganthan a ieas var he lerc’h. O veza he gavet, e lavarjont d’ezhan : « An holl a glask ac’hanoc’h. » Hag e lavaras d’ezho : « Deomp d’ar c’heriadennou ha d’ar c’heariou tosta evit ma prezegin ennho, rag evit an dra-ze oun deut. »