Mont a rejont e Capharnaum. Da zeveziou
ar Sabbat, Jesus a iea er synagog hag a
gelenne anezho. Estlammet oant gant he
gelennadurez, rag kelen a rea evel unan
hag hen deus galloud, ha n’e ket evel an
doctored. Hogen, bez’ ez oa en ho zynagog
eun den kemeret gant eur spered hudur, a ioa
eat an drouc-spered en he gorf, hag ec’h en em
lakeas da ioual gant eur vouez crenv : « Lezit
ac’hanomp. Petra falvezit diganeomp, Jesus a
Nazareth ? Ha deut oc’h evit hor c’holl ? Me
’ c’hoar piou oc’h : c’houi eo Sant Doue. »
Jesus a c’hourdrouzas anezhan en eur lavaret : « Tav ha kea euz an den-ze. » Neuze ar spered hudur he fourgassas, he strinkas d’an douar, e creiz an dud, hag a ieas er meaz anezhan en eur daoler eur iouaden vras, mes eb noazout d’ezhan.
An holl a oue souezet ha spontet hag a c’houlenne an eil digant egile : « Petra eo an dra-man ? Petra eo ar gelennadurez nevez-man ? Setu e kemenn gant galloud ha nerz d’ar sperejou hudur hag e sentont outhan, hag ez eont kuit. »
Hag he vrud a en em skignas dioc’htu dre holl vro ar Galilee.