Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

Iann ha Jakes, bugale Zebedee, a ioa chomet var an aot hag a vele ac’hano kement a dremene. Mes Jesus a lavaras da Zimon : « Na gemer ket aon ; hiviziken eo tud a baki. » Hag o comz ouz Simon hag Andre : « Deuit ganen, emezhan : me a reio ac’hanoc’h pesketerien tud. » Neuze e tigasjont ho bag d’an aot hag e tilezjont peb tra evit heul anezhan.

O veza eat eun tammic larkoc’h Jesus a velas Jakes, mab Zebedee, ha Iann, he vreur, o tressa hag o kempen ho rouejou en ho bag : var an eur e c’halvas anezho. Hag hi, o tiscregi deuz ho rouejou hag o lezel ho zad Zebedee er vag gant he vevelien, a heulias anezhan.


————