Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HUEC’HVET PENNAD
Ar besketerez burzudus. Ar besketerien tud.
(S. Vaze, IV, 18-22 ; S. Marc, I, 10-20 ; S. Lucas, V, l-11).
————


Eun deiz ma edo e kichen lenn Jenezareth, ar bobl a en em daolas varnhan evit clevet comzou Doue. Guelet a reas diou vag arzaoet e ribl al lenn ; ar besketerien a ioa diskennet hag a voalc’he ar rouejou. Pignat a reas en unan deuz ar bagou a ioa da Zimon hag e pedas anezhan d’he fellaat eun neubeut dioc’h an douar. O veza azezet, e kelenne ar bobl euz ar vag.

Pa ehanas da brezeg e lavaras da Zimon : « Cass d’al larg, ha taolit ho rouejou evit ar besketerez. » Simon a respontas : « Labouret hon deus epad an noz eb kemeret netra ; mes, var ho ker, e taolin ar roued. » Simon, hanvet Per, hag Andre, he vreur, a daolas eta ho roued er mor. Pa oue great an dra-ze, e pakjont eun niver ker bras a besked, ma torre ho roued. Neuze e rejont sin da genseurted a ioa en eur vag all evit ma teujent d’ho zicour. Dont a rejont hag e cargjont kement an diou vag, ma edont varnez goueledi. O velet an dra-ze, Simon-Per a gouezas da zaouiin Jesus en eur lavaret : « Pellait diouzin, Aotrou, rag me a zo eur pec’her. » Varlerc’h ar besketerez ho doa great, edo e creiz an estlamm, hen ha kement hini a ioa ganthan, kercoulz hag he genseurted,