Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

P’han doa Jesus rollet al levr, e roas anezhan d’ar servicher hag ec’h azezas. Daoulagad an holl er Synagog a ioa o para varnhan. Lavaret a reas d’ezho da genta : « Hirio e teu da vir ar Scritur-ze epad ma silaouit ac’hanon. » An holl a roe testeni d’ezhan, a ioa souezet gant ar c’homzou a c’hras a deue euz he c’hinou hag a lavare : « Daoust ha n’eo ket heman mab Joseph ? » Ne gredent ket oa ar Messias.

Neuze e lavaras d’ezho : « A dra zur c’houi a lakeio dirazon al lavar-man : louzaouer, en em bare da unan. An traou bras oc’h eus great e Capharuaum, var hon eus clevet, grit anezho ama, en ho pro. E guirionez, eme Jesus, me a lavar d’ehoc’h : prophet ebed ne vez digemeret mad en he vro. Abalamour ne gredit ket, ne c’hellan ober burzud ebed en ho touez. Me a lavar d’ehoc’h e guirionez : e deveziou Elias ez oa calz intanvezed en Israel, pa oue clozet an env epad tri bloaz ha c’huec’h miz ha pa oue eun naounegez vras var an douar holl ; hogen, Elias ne oue ket casset daved unan anezho, mes daved eun intanvez deuz Sarepta e bro Sidon. Calz tud lor a ioa ive en Israel e amzer ar prophet Elisee ; nicun anezho na oue pareet, mes Naaman ar Syrian. »

O clevet kement-se, an holl er synagog a oue carget a gounnar. Sevel a rejont, taoler a rejont anezhan er meaz euz kear ha cass a rejont anezhan beteg kern ar menez m’edo ho c’hear savet varnhan. C’hoantaat a reant hen taoler d’an traon. Mes hen, o tremen en ho c’hreiz, a ieas kuit.

Goude ma kuiteas kear Nazareth e teuas da