Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

jom da Gapharnaum var ribl ar mor, var harzou Zabulon ha Nephthali, evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret Isaias : « Douar Zabulon ha douar Nephtali, hent ar mor en tu all d’ar Jourden, Galilee ar baianed ! Ar vroad a ioa azezet en denvalijen hen deus guelet eur sclerijen vras, hag an deiz a zo tarzet d’ar re a jome e bro tenval ar maro. »

Azaleg neuze Jesus a en em lakeas da brezeg ha da lavaret : « Grit pinijen ; rag rouantelez an env a zo tost. »


————