Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

Jesus a lavaras d’ezhan : « Kea, da vab a zo leun a vuez. » An den-ze a gredas er gomz a lavaras Jesus d’ezhan, hag ez eas kuit. Hogen, pa ziskenne da Gapharnaum, he jervicherien a deuas d’hen diambroug hag a roas kelou d’ezhan oa pare he vab. Goulen a rea outho an heur ma velleas he vab. Lavaret a rejont d’ezhan : « Deac’h d’ar zeizvet heur, da eun heur goude creiz-deiz, an derzien a guiteas anezhan. » An tad a anavezas oa d’an heur-ze e lavaras Jesus d’ezhan : « Da vab a zo leun a vuez. » Hag e credas, hèn hag he famill a bez.

Hennez eo an eil burzud a reas Jesus e Cana, pa zistroas euz ar Judee d’ar Galilee.

Dont a reas ive da Nazareth, el leac’h m’oa bet maget, ha da zeiz ar Sabbat, pe ar zadorn, deiz an ehan hag ar beden evit ar Jusevien, ez eas er synagog hervez he gustum. Sevel a reas da lenn, hag e oue kinniget d’ezhan levr ar prophet Isaias. [1] Ractal ma tirollas al levr (levriou ar boblou coz, scrivet gant an dorn, a veze rollet) e couezas var al leac’h a ioa scrivet ennhan : « Spered an Aotrou a zo varnon : setu perag hen deus sacret ac’hanon gant oleo, casset ac’hanon da gemenn ar c’helou mad d’ar re baour, da barea an dud a zo rannet ho c’halon, da brezeg an dilivrans d’ar sclaved ha distro ar gueled d’ar re a zo dall, da lakaat e frankiz ar re a zo brevet, da embann bloavez a c’hras an Aotrou ha deiz ar justis. »

  1. Hervez Philon, peb juseo a c’helle lenn ha displika ar Scritur er Synagog.