Daou zevez goude, pa velas Jesus oa lakeat
Iann er prison, ez eas kuit ac’hano hag ec’h en
em dennas er Galilee, bleniet gant ar Spered.
Ne d-eas ket goulzgoude var eün da Nazareth ;
rag Jesus he-unan a roas testeni ne vez ket
eur prophet enoret en he vro. Prezeg a rea
aviel rouantelez Doue : « Deut eo an amzer,
emezhan ; rouantelez Doue a zo tost : grit
pinijen ha credit en Aviel. »
Tud ar Galilee hen digemeras mad : guelet ho doa kement hen doa great e Jerusalem da zeiz ar gouel ; rag hi a ioa deut ive da zeiz ar gouel. He vrud a en em skignas dre ar vro a bez. Kelen a rea en ho zynagogou, pe ilizou ar Jusevien, ha meulet e veze gant an holl. Dont a reas adarre da Gana er Galilee, el leac’h m’han doa great guin deuz dour. Hogen, eun offiser d’ar roue, Herodes Antipas a ioa clanv he vab e Capharnaum. Pa glevas e teue Jesus euz ar Judee d’ar Galilee ez eas d’he gaout hag e pede anezhan da zisken beteg Capharnaum ha da barea he vab ; rag dare oa da vervel. Jesus a lavaras d’ezhan ha d’ar re all : « Ma ne velit ket burzudou ha miraclou, ne gredit ket. » An offiser a lavaras d’ezhan : « Aotrou, diskennit araog ma varvo va mab. »