Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

digasset d’ezhan da zribi ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Va bevans eo ober bolontez an hini hen deus va c’hasset ha peur-echui he labour. Ne lavarit-hu ket : pevar miz c’hoaz hag eman an eost ? Ha me a lavar d’ehoc’h : savit ho taoulagad ha guelit ar meaziou : guenn int dija evit an eost, an eneou ’ zo dare : ar zamaritaned, gant ho mantellou guenn, a deu euz ho chear d’am c’haout [1]. An eoster hen deus he c’hopr hag a zestum frouez evit ar vuez peurbadus, en hevelep doare ma ’z eus laouenedigez er memez amzer evit an hader hag evit an eoster. Rag ar pez a lavarer a zo guir en taol-man : unan a had, eun all a eost. Me am eus casset ac’hanoc’h da eosti ar pez n’ho peus ket labouret ; re all ho deus labouret, Moyses, ar bropheted, me va-unan [2], ha c’houi a zo eat en ho labouriou. »

Hogen calz Samaritaned euz ar gear-ze a gredas ennhan var ger ar vaouez a roe d’ezhan an testeni-man : lavaret hen deus d’in kement am eus great. Pa oue deut ar Zamaritaned d’he gaout e pedjont anezhan da jom er vro. Chom a reas eno daou zevez ha calz muioc’h a gredas ennhan varlerc’h he brezegennou, hag e lavarent d’ar vaouez : « Breman n’eo ket mui var da c’her e credomp, rag hon-unan hon deus clevet hag e c’houezomp ez eo e guirionez Salver ar bed.


————
  1. S. Iann Chrysostom, ap. Fillion, in Jo. IV, 35).
  2. Fillion, in Jo. IV, 38.