Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/63

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


sevien. Mes dont a ra an heur, ha breman eo, hag an dud a vir religion a adoro an Tad e spered hag e guirionez : enori a reint Doue dreist holl en ho c'halon [1] ha kinnig a reint ar guir zacrifis a zo merket dre ar zacrifissou coz. Rag an Tad a glask hevelep tud d'hen adori. Doue a zo Spered, hag ar re ' ador anezhan a dle adori e spered hag e guirionez. »

Ar vaouez a lavaras d'ezhan : « Gouzout a ran e teu ar Messias », an hini ' zo hanvet Christ, « pa vezo deut, e tesko d'eomp peb tra. » Jesus a lavaras d'ezhi : « Ar C'hrist oun, me a gomz ganez. »

Kerkent e teuas he ziskiblien, hag ez oant souezet abalamour ma komze gant ar vaouez.

Eun doctor Juseo ne blije ket ganthan kelen eur vaouez. Nicun goulzgoude ne lavaras : « Petra ' c'houlennit-hu, ha perag e comzit-hu ganthi ? »

Ar vaouez, o lezel eno he fod-dour, a ieas e kear hag a lavaras d'an dud : « Deuit da velet eun den hag en deus lavaret d'in kement am eus great : daoust ha n'e ket hen ar C'hrist ? » Mont a rejont eta er meaz deuz kear hag e teuent d'he gaout.

Etretant he ziskiblien a rea d'ezhan ar beden-man : « Mestr, drebit. » Mes hen a lavaras d'ezho : « Me am eus eur boued da zribi ne anavezit ket. » An diskiblien a lavare an eil d'egile : « Daoust hag unan bennag hen deus

  1. Ma claskes eul leac'h santel bennag evit pedi, a lavar Augustin, gra euz da galon eun templ da Zoue ha ped ennot da-unan. — Ap. Fiilion, in Jo, IV, 23.