Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

goude beza efet anezhan he-unan gant he vugale hag he jatal ? »

Jesus a respontas d’ezhi ; « An neb piou bennag a ef deuz an dour-ze hen dezo sec’hed adarre ; mes au hini hen dezo efet deuz an dour a roin d’ezhan, n’hen dezo mui a zec’hed morse ; ouspenn, an dour a roin d’ezhan a deuio da veza ennhan eun eienen hag a strinko evit ar vuez peurbadus. Dour ar c’hras a dorr sec’hed an ene hag a gass d’ar baradoz [1]. » Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, roit d’in deuz an dour-ze, evit n’am bezo ket mui a zec’hed ha ne deuin ket mui ama da denna. »

Jesus a laaras d’ezhi : « Kea, galv da bried ha deus ama. » Ar vaouez a respontas : « N’em eus pried ebed. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Lavaret mad e peus : n’em eus pried ebed ; rag pemp pried e peus bet, ha breman an hini a peus n’e ket da bried eo : Guir e peus lavaret. » Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, guelet a ran ez oc’h eur prophet. Hon tadou ho deus adoret var ar menez-man [2] ha c’houi, Jusevien, a lavar eo Jerusalem al leac’h ma tleer adori. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Maouez, cred ac’hanon, dont a ra an heur ha ne vezo ket mui ar menez-man, na Jerusalem, al leac’h ma c’hadorot an Tad hervez al lezen. C’houi ’ ador ar pez ne anavezit ket ; ni ’ ador ar pez a anavezomp, rag ar zilvidigez a deu euz ar Ju-

  1. Pe seurt dour a rei, a c’houlen S. Augustin, nemet an hini a zo lavaret divar he benn : Ennhoc’h, o Doue, eman feunteun ar vuez ? {Fillion, in Jo. IV, 13).
  2. Ar menez Garizim a ioa e kichen puns Jacob.