Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
Diviz Jesus gant ar Zamaritanez (S. Iann, IV, 1-42)
————


Ar Pharisianed a glevas e rea Jesus muioc’h a ziskiblien hag e vadeze muioc’h eged Iann, — beza ma n’eo ket Jesus a vadeze, mes he ziskiblien. — Kerkent ma c’houezas Jesus an dra-ze, e kuiteas ar Judee hag ez eas adarre d’ar Galilee. Red oa d’ezhan tremen dre ar Samarii. Dont a reas eta da eur gear deuz ar Samarii, hanvet Sichar, e kichen an douarou a roas Jacob d’he vab Joseph. Eno edo puns Jacob.

Jesus, scuiz gant an hent, a azezas eb mui var ginou ar puns. Beza oa var dro ar c’houec’hvet heur, creiz-deiz. Eur vaouez deuz Samarii a deuas da gerc’hat dour. Jesus a lavaras d’ezhi : « Ro d’in da eva. » Rag he ziskiblien a ioa eat e kear evit prena boued. Ar vaouez-se deuz Samarii a lavaras d’ezhan : « Penaoz, c’houi, a zo juseo, e c’houlennit-hu da eva diganen-me, a zo Samaritanez ? » Rag ar Jusevien ne zarempredont ket ar Zamaritaned schismatic. Jesus a respontas d’ezhi : « Ma c’h-anavezfes donezon Doue ha piou a lavar d’id : ro d’in da eva, te martreze as pije goulennet diganthan, hag hen dije roet d’id dour beo. » Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, n’ho peus netra evit tenna hag ar puns a zo doun : euz a beleac’h ta ho peus dour beo ? Ha brassoc’h oc’h-hu eged hon tad Jacob hen deus roet ar puns-man d’eomp,