Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

An hini a deu euz an douar a zo euz an douar hag a gomz euz an douar. An hini a deu euz an env a zo dreist an holl. Testeni a ro d’ar pez hen deus guelet ha clevet, ha den ne zigemer he desteni [1]. An hini hen deus digemeret he desteni, hen deus anzavet ez eo guirion Doue. An hini a zo casset gant Doue a lavar comzou Doue ; rag Doue ne vuzul ket donezon ar Spered da ene Jesus [2]. An Tad a gar ar Mab ha lakeat hen deus peb tra etre he zaouarn. An hini a gred er Mab hen deus ar vuez peurbadus ; an hini ne gred ket er Mab, ne velo ket ar vuez, mes buhanegez Doue a jom varnhan. »

Varlerc’h an dra-man, Iann a scandalas Herodes divar benn Herodiades, greg he vreur, hag an holl droug all hen doa great. Herodes a lakeas an torfed-man var ar re all : taoler a reas Iann er prison.


————
  1. An neubeut tud a zigemer testeni Jesus a zo e giz netra evit Iann, kement a c’hoant hen deus da velet an holl o credi ennhan.
  2. Cf. Col. 1,19.