hag a zo taolet er prison (S. Iann, III, 22-36 ; S. Lucas, III, 19-20).
Goudeze Jesus a deuas gant he ziskiblien e
douar ar Judee ; eno e chome gantho hag e
vadeze dre ho daouarn. Iann ive a vadeze en
Ennon e kichen Salim, abalamour ma ’z oa
calz dour eno. An dud a deue hag a veze badezet,
rag Iann n’oa ket c’hoaz lakeat er prison.
Hogen, sevel a reas caoz etre diskiblien Iann hag ar Jusevien divar benn an en em voalc’hi hervez al lidou. An diskiblien a deuas da gaout Iann hag a lavaras d’ezhan : « Mestr, an hini a ioa ganehoc’h en tu all d’ar Jourden, da biou ho peus roet testeni, setu e vadez, hag an holl a ia davedhan. »
Iann a respontas : « Ne c’hell den caout nemet ar pez a zo roet d’ezhan euz an env. C’houi hoc’h-unan a ro testeni d’in em eus lavaret : n’oun ket ar C’hrist, mes casset oun dirazhan.
» An hini hen deus ar plac’h nevez-dimezet eo ar pried ; Jesus eo pried an dud a en em ro d’ezhan : mes mignon ar pried, an hini en deus labouret da rei an dud-ze d’ezhan, hag a zo aze hag he zilaou, hennez a gemer laouenedigez o clevet mouez ar pried : al laouenedigez-se am eus en he fez. Hen a dle creski ha me bihanaat.
» An hini a deu euz an huel a zo dreist an holl.